Stage initiation au breton vannetais

GW/ Vannetais :

Aveit er uèh kentan e vo kinniget e Mission Bretonne -Ti ar Vretoned , ur staj a-ziàr er guenedeg. Dre zivizieu ha poelladeneu e vo roet d’er stajidi un tanva ag er bèrton komzet a-barh er mor-bihan én hé féh. Enni é vé miret meur a stumm goh ag er bèrton, surtout en henvrezhoneg,  ha liammeu a zo eué get er hembraeg ma vé séllet dohton get aked. Ohpenn-se, gouiet un tammig er rannyeh e hell sikour en dud de gompern er brehoneg a vreman. Er staj-sé e vo kinniget get Jaime Da Silva, -a Wened – studiér én aotreegeh Liherenneu Keltiek-Bèrton én trede vlé, ézèl goh ag er Vission ha studiér é bèrton enni e-pad 4 blé .

D’eun déraouidi é bèrton – lieslivé – hag eué d’er ré ha ne oar ket bèrton eu digor er staj!  Galleg , Guenedeg hag er KLT e vo implijet . Dait niverus , plijadur ho ‘po !

 

KLT :

Evit ar wech kentañ e vo kinniget e Mission Bretonne -Ti ar Vretoned – ur staj diwar-benn ar gwenedeg ! Dre zivizoù ha poelladennoù e vo roet d’ar stajidi un tañva deus ar brezhoneg komzet er Mor-Bihan. Ennañ e vez miret meur a stumm kozh eus ar brezhoneg ha dreist-holl eus an henvrezhoneg. Liammoù a zo ivez etre ar gwenedeg hag ar c’hembraeg, ma vez sellet oute gant aked. Gouzout un tammig ar rannyezh-se a c’hall ouzhpenn-se sikour an dud da gompren ar brezhoneg a-vremañ. Ar staj-se a vo kinniget gant Jaime Da Silva, studier e trede bloavezh aotreegezh Lizherennoù Keltiek -Brezhoneg, o tont eus Gwened. Un ezel kozh deus Ti ar Vretoned eo-eñ ha studier war ar brezhoneg eo bet e-pad 4 bloaz eno. D’an deraouidi e brezhoneg – lieslive – hag ivez d’ar re na oar ket brezhoneg tamm ebet eo digor ar staj ! Galleg, gwenedeg ha brezhoneg KLT a vo implijet. Deuit niverus, plijadur ho po !

 

FR :

Pour la première fois , la Mission Bretonne – Ti ar Vretoned- propose un stage d’ initiation au Vannetais !

Par des dialogues et exercices, les stagiaires auront un aperçu du breton parlé dans le Morbihan.

Le vannetais a conservé des archaïsmes du breton, particulièrement du vieux-breton, mais la langue a aussi des liens avec le Gallois  si l’ on y jette un œil attentif.

De plus, avoir des notions dans ce dialecte, peut être une aide pour comprendre le breton moderne.

Le stage sera dispensé  par Rejin Guillemot et Jaime Da Silva.  Originaire de Vannes, Jaime est  étudiant en Licence 3 de Lettres Celtique -breton, ancien adhérent et élève en breton  à la Mission Bretonne pendant près de 4 ans .Le stage est destiné aux élèves en breton -tout niveaux- et également  à ceux qui ne parlent pas breton ! Le Français, le Vannetais et le KLT seront employés.

Venez nombreux, bonne humeur, humour et partage seront au rendez-vous.

 

 

2 Comments

  1. Bonjour à Vous M. Hemmery,
    pour vous inscrire prenez contact avec Benjamin qui assure l’accueil et les inscriptions à ce numéro : 01 43 35 26 41. L accueil téléphonique est assuré la semaine de 18h à 23h et le samedi de 10h à 13h30 . Si vous ne pouvez pas vous déplacer, vous pouvez régler le stage par voie postale en envoyant un chèque au 22 rue Delambre.
    Au plaisir de vous y voir,
    M. Da Silva .

Poster un Commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.


*


Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.